e maoc’h var an douar ? Doue en deus ho crouet evit e garet.
O follentes vras eus an dud ! Guerzet a reont ho c’halon da bep carentes nemet d’an hini pehini ebqen a ell ober ho bonheur temporel hac eternel.
Pellaït diouzoc’h, va mab, al lachete malheürus-se pehini oc’h arret en henchou eus a garantes Doue. Aveac’h oc’h eus great eur gammet benac enno.
Aon oc’h eus rac ar c’hontraign varnoc’h oc’h-unan. Ne garer qet ar pes a goust роan.
Lec’h a so da gredi n’en deo qet guir garantes, carantes an hiit n’en em zesques nemet pa na ves netra da souffr evit an dra pe an den a gar.
Carit, dreist pep tra, carit gant couraich, prest da goll an oll vadou qentoc’h eguet oll graç Doue, prest da anduri pep poan, qentoc’h eguet commetti an disterra pec’het.
Ma ve eur veich chalmet ho polontes dre garantes Doue, netra ne seblantfe impossubl deoc’h. Ar garantes[1] a so cre evel ar tan. Ne anaves qet a zifficulte.
Viçoüu oc’h eus da gourrija, sqianchou da regli ha da gommandi.
Carit Doue, hac e garantes a rayo an dra-se hac e ber amser.
Ne garit nemet ar pes a gar Doue. Pa garit
(a) Cant. 8. 6.
- ↑ Cant. 8. 6.