Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/342

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
298
imitation ar verc’hes vari.


Evit mervel santelamant eo ret mervel er feis, en esperanç, er garantes.

Grit alies acton a feis, a esperanç a garantes, hed ho pues, he ra vezint ho preparation principal d’ar maro, hac ho pet sonch penaus, var heur ar maro, ne voueser qet petra eo ober actou mad, pa na veser qet en em exercet d’o ober hed ar vues.




CHABIST XVII.
Eus a zouçder maro an dud just.


Ar Servicher

Ret e ve compren, ô Guerc’hes Vari ! ar garantes en devoa Jesus evidoc’h, evit caout un ide benac eus an deliçou a bere e carguas oc’h ene, var ho maro.

Ret e ve compren peguement e cariac’h Jesus, evit caout un ide benac eus ar mill ha mill dransport santel eus oc’h ene, pa dostae ar moment eurus pehini oc’h unissas parfætamant gant an hini ebqen a gariac’h dreist pep tra.

Renta a rejoc’h ho c’huanad diveza gant qement a dranqilite evel pa vijac’h o commanç ar c’housq an douça.

Ah ! pe seurt aon a elle da gaout, var e maro, eur verc’hes pehini ne devoa bet ja-