Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/343

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
299
levr iii. chab. xvii.

mæs clasqet plijout nemet da Zoue, ha pehini n’e devoa estimet nemet ar pes a selle ous Doue ; eur verc’hes, pehini ne devoa clasqet var an douar, a eürusdet nemet e Doue, ha ne devoa bet qen ambition nemet da blijout dezan ?

Mari.

Мar fell deoc’h, va mb, en deis ma quittaot ar vues-ma, caout pers en deliçou, en douçderiou eus va maro, na laqait qet ho ponheur e madou ar bed-ma.

Ra varvin[1] a varo ar re just ! Chetu, ar beden a ra an oll gristenien.

Mæs nebeut a so anezo a guement o defe evit ar madou eus ar bed-ma eur galon qen distag evel ma zeo hini an dud just ha santel.

An darn vuia, great oll evit an êe, ne sonjont gouscoude nemet en douar. En deis ma ranqint quittaat an douar, pe seurt esperanç ho devezo-hi da vont d’an êe ?

Jesus ne ro pers en e eürusdet nemet d’ar re ho deus, hed ho bues, great ho bonheur eus e garantes.

O peguen consolant eo stad un den just pehini, e fin eur vues leun a dentationou hac a souffrançou, a jouiss gouscoude eus a beоc’h eur goustianç dibec’h !

Da heur ar maro, eur рec’her ne vel é Jesus nemet eur barner cris hac impossubl da

(a) Num. 23. 10.

  1. Num. 23. 10.