Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/341

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
297
levr iii. chab. xvi.

evidoc’h, en heur ar maro, ar pes ho rejouiss brema.

Evit caout consolation var ho maro, grit ho plijadur eus a bratiq ar vertus hed ho pues.

Ma ves ret mervel hirio pe varc’hoas, ha prest e veac’hui da apparissa dirac ho parner ?

Pe seurt pinigen oc’h eus-hu great ? Pe seurt meritou oc’h eus destumet ?

Profitit eta eus an deïziou a chom ganeoc’h.

Ne allit qet digaç en dro an amser basseet, mæs er repari a ellit.

Doue ne asten memes ho pues nemet evit qement-se.

Ha beva a reot-c’hui pell amser c’h’oas, pe mervel a reot-c’hui a ben un nebeut deveziou ? N’er gousoc’h qet.

Gouezit, da viana, e varfot, e me an Aotrou-Doue, d’an heur ma na sonchot qet.

Mar gueller mervel da bep heur, da bep heur eta e ranqer beza prest, o lacât en hor speret ar sonch penaus ar maro a zecid a valheur pe a vonheur un eternite.

Pedit rouanes an êe da drugarecaat Doue evidoc’h eus an amser a læs c’hoas ganeoc’h evit en em brepari, ha pedit-hi da obten deoc’h ar c’hraç da ober un usaich santel eus an amser a chom gueneoc’h.

En ober a reot, mar grit pep tra evel pa alfe beza an diveza tra a rafac’h en ho pues.