Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/334

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
290
imitation ar verc’hes vari.





CHABIST XV.
E pelec’h e tle un ene cnristen clasq he c’honsolation pa, souffr abalamour d’ar vertus, ha pa ves e poan var sujet an hirder eus he bues var an douar.


Ar Servicher.

Mam Doue, pe sort consolation ho роa e creis ar persecutionou a souffre ar gristenien guenta, hac a bere ne voac’h qet exant oc’h-unan ?

Mari.

Va mab, caout a rean, evel an oll gristenien bersecutet, va c’honsolation er sonch eus a souffrançou Jesus, pere ne reas din jamæs ancounac’haat ar с’hlоar eus e resurrection hac eus e ascension.,

Bisita a rean an andrejou santel e pere e voa passeet myster ar redemption ; ar C’halvar, var behini e rean reflexion var vertuziou ha madoberou Jesus, ha var ar grisder hac an ingratiri eus an dud pere ho devoa e laqeat d’ar maro var ar groas.

Pa songe mam Jesus er fæçon gruel gant pehini e voa bet trætet he mab gant an dud, hac hi a dlie gortos repos ha tranqilite en he bues ? Hac hi a elle memes desirout an dra-se ?