E certen momenchou a ferveur e carfac’h beza e creis an idolatret hac ar bayanet evit labourat nos deis d’ho c’honversion. Desirou santel, mæs eb effet.
Clasq a rit a bell ar pes a gavit tost deoc’h.
Peaurien ha tud clan da soulagi, tud ignrant da instrui, bugale da sevel erves ar religion, domestiqet da zerc’hel en dever, eur barres, un amesegues da rei exempl vad dezo dre œuvrou mad ; chetu eno ar parq e pehini an tad a famill, Doue, a fell dezan e labourfac’h evit e c’hloar.
Ha gallout a rer beza indifferant evit silvidigues an nessa, pa songer en deus Jesus roet evitan e voad hac e vues ?
Meur a gristen a vezo punisset abalamour ma ho devezo negliget ar vad pehini e zoant capabl da ober.
Punisset e vezint evit pec’hejou ho nessa pere a allent hac a vige dleet dezo ampech.
Mar carit Doue, va mab, ha guelloc’h e tisquessoc’h dezan jamæs ho carantes eguet na reot о lacât ar re-all d’er c’haret ha d’er binnigua ?
Doue en deus qen nebeut a servicherien mad ! Roit dezan ar blijadur, non pas ebqen da veza glorifiet ennoc’h, mæs c’hoas da velet e profitit eus an oll moyennou eus ho stad, evit lacât ar re-all d’er glorifia ha d’en henori.