Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/320

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
276
imitation ar verc’hes vari.


Doue ne chench qet. Ar pes en deus lavaret a chom atao guir. E goms ne chanch qet muioc’h eguetan e-unan.

E pe stad benac a dentation, a boan hac a c’huervder, a sec’hor hac a zesolation, e pehini e c’helfac’h coueza, en em broposit evit reglen au esperanç e devoa bepret Mari.

Pell dioc’h plega hac en em. zisconcerti, ra en em zouteno hoc’h ene dre ar vertus-se a esperanç fontet var ar fidelite a Zoue en e bromessou.

Esperit,[1] ô ene fidel ! esperit a eneр memes an esperanç evel a reas Abraham gueichall, assuret mad[2] penaus qement en deus Doue promettet, ec’h ell en ober.

Doue a so ho crouer, hac en deus discleriet deoc’h penaus ne abandonje qet al labour eus e zaouarn, hac en divige atao e lagat varnoc’h.

Doue a so ar mæstr souveren eus a bep tra. Netra n’en deus impossubl dezan, na memes difficil.

An Autrou-Doue[3] a so souten e servicherien ; na ellont qet doueti a guement-se, nemet e raint reflexion var ar promessaou eus e allianç gant an dud.

Pegner fachus ha peguer glac’harus benac e c’halfe beza ho stad, hoc’h esperanç hac hi a ell beza guëlloc’h fontet eguet var eur brovidanç, eur vadeles, eur c’halloud infinit ?

Pet gueich ne assur qet deoc’h an Autrou--

(a) Rom. 4. 18. (b) Ibid. 21. (c) Ps. 24. 14.

  1. Rom. 4. 18.
  2. Ibid. 21.
  3. Ps. 24. 14.