Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/321

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
277
levr iii. chab. xi.

Doue, dre c’hinou e Brophetet hac e Ebestel, penaus e cleo, e souten, e tifen, e consol, e saveta an nep a esper ennan ?.

Implorit eta e sicour gant fizianç ha bezit assur penaus e visericord ho tenno eus ar stad trist e pehini emaoc’h, ho souteno hac ho tifenno betec ar fin, evit e c’hloar hac ho silvidigues.

Doue a bermet en em gafet avechou en extremiteou ar re derrupla, evit rei guëlloc’h da anaout ar pes a ell un esperanç ferm ennan, hac evit desquës ar garantes a dad pehini en deus evidomp.

Eur vertus amprouet mad a c’hounez cals guelloc’h calon Doue eguet un devotion dener.




CHABIST XI.
Ar consolation a deu goude an drirulation, ha gouscoude e zeo ret gouzout souffr eb consolation.


Ar Servicher.

En em rejouissit, Rouanes eus an êe, abalamour ar mab pehini oc’h eus meritet douguen en hoc’h intraillou santel, hac a behini ar maro en devoa coustet deoc’h qement a zaëlou, a so ressuscitet, evei m’en devoa er prometet.