Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/319

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
275
levr iii. chab. x.


Ar feis-se a Vari, soutenet e creis an tentationou-se, abalamour ma chome ferm en e c’hreden, fontet var ar viriones a Zoue, ar feis-se a Vari a so ar reglen eus ho feis-c’hui, ene christen.

Cals a dud impi, eb religion, a so dre ar bed-ma. Ma na roont qet deoc’h a occasion d’en em ziscleria a voues heul evit ho feis, an diaoul, adversour ar silvidigues, a glasco, da viana, he laqaat da blega var ar c’hostes fall, oc’h inspira deoc’h douetançou var ar guirioneziou revelet gant Doue.

Ferm ha cree[1] er feis, resistit gant couraich ountan, eb examina e finissaou fall, hac[2] e tec’ho pell diouzoc’h.

Diamsavit dioc’h-tu, e presanç an Doue a viriones, pep douetanç pehini a duyo en ho speret. Dre an diamsao-se, prompt, loyal, sincer, ar feis a gresqo ennoc’h hac a grevayo.

Mæs, er c’hontroliesou brassa, dreist peb tra, e clasco an drouc-speret lacât tenvaligen en ho speret ; neuse eo e clasco ho lacaat da zoueti eus a jusiic, eus a vadeles, eus a buissanç, eus a furnes an Doue oc’h afflich.

Digassit neuse en ho memor ar pes a lavar Doue deoc’h, en e levriou santel, eus a necessite ar souffrançou, eus ar c’hloar pehini ho c’heulio, eus a zessinou Doue, pa zigaç afflictionou d’an dud, memes d’e fidella servicherien.

(a) Pet. 5 9. (b) Jac. 4. 7.

  1. Pet. 5 9.
  2. Jac. 4. 7.