Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/32

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
xxvj
antienou d’ar verc’hes.


Roït vertuz din, evit, dre ho moyen,
Ma resistin ouz hoc’h adversourien.

Regina Cœli, lætare, etc.

Rouanez an êe, en em rejouissit,
Alleluia : meulomp Doue gant lit ;
Nep m’az oc’h bet din d’he veza douguet,
Herves he c’her a so ressuscitet.
O pebes, joa d’ec’h-hu ! Guerc’hes Vari,
Alleluia : ô pebes lit d’imp-ni !
O c’houi ervad eo ressucitet
En guirionez hon Autrou benniguet.
Santes Mari, grit ma ellimp ganta
Eus ar pec’het brema ressuscita,
Evit d’ar fin ma ellimp oll ivez
Qerzet pelloc’h en ur vues nevez.

Salve, Regina, etc.

Ni ho salud, Rouanez,an Æelez,
Mam a druez;, leun a bep madelez,
Hon oll douçder, hor buez, hon esperanç,
Ni ho salud gant peb seurt reveranç.
Guerc’hes Vari, dec’h-hu en em adressomp,
Hac ouzoc’h-hu a galon e criomp,
Ni pere so bannisset er bed-ma,
Evel ma zomp bugale da Eva.
C’houi eo ar fin eus hon huanadou,
Dech-hu e ten hor gouelvan, hon daëlou :
C’houi eo a ra hon laouenidiguez
En draouien-ma leun a dristidiguez.