Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/31

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
xxv
antienou d’ar verc’hes.


O stereden eus a vor ar bed-ma !
Ni ho supli, hor chelaouit brema.
Deut da sicour nep a zeu da goueza,
Hac en deus c’hoant da sevel en e sa,
C’houi pehini hoc’h eus bet anjandret
Dreist an natur nep en deus ho crouet.
Guerc’hes ato qent ha goude guenel,
Ni ofr deoc’h gant an Æl Gabriel
Ar salud bras, ma viot favorabl
En hon andret, pec’herien miserabl.
Æl an Autrou da Vari a annonças
E vize Mam d’an hini he c’hrouas,
Ha dre’r vertu eus ar Speret-Santel
E concevas Map an Tad eternel.

Ave Regina, etc.

Ni ho salud, Rouanez an êevou,
Ho pêt sourci eveus hon eneou ;
Ni ho salud, itron an oll Ælez,
Oc’h implori bepret ho madelez.
Ni ho salud, ô grizien a vuez !
Ni ho salud, dor a silvidiguez,
P’eus a hini ec’h anavomp certen
Eo sortiet d’ar bed ar sclerijen.
Guerc’hes glorius, en em rejouissit,
Dre ho qenet an oll a dremenit ;
O Guerc’hes caer ! pedit ho Map Jesus
Da veza ato ouzomp trugarezus.
O Guerc’hes sacr ! evit na d’oun qet dign,
Plijet gueneoc’h permeti m’ho meulin :