Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/33

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
xxvij
confession.


Rac-se pa zoc’h hon alvocades guer,
Ha favorabl meurbet en hor c’hêver,
Plijet gueneoc’h distrei ho taoulagad
Ouzomp-ni oll, o procuri hor mad.
Pa vezimp eat eus ar vuez presant,
Goude ar fin eus hor bannissamant,
Grit ma velimp ar froez hoc’h eus douguet
En ho cof sacr, hor salver binniguet.
Guerc’hes Vari, meurbet trugarezus,
O Guerc’hes douç, bepret carantezus !
Ni ho supli, clevit ouz hor peden,
Ha na zeut qet d’hon dilesel biquen.
Evidomp-ni, Mam santel da Zoue,
Ni ho supli, pedit e vajeste,
Ma vezimp dign da receo ar graçou
Prometet deomp gant Jesus hon Autrou.




CONFESSION.
————
PEDEN.

Speret-santel, sclerraït va speret evit ma velin e pe feçon emeus torret gourc’hemennou Doue ha re an ilis.

INSTRUCTIONOU.

Ene fidel, grit mad oc’h examin a goustianç. Guelit da guenta ha c’hui oc’h eus great ho pinigen divesa d’ar poent, el leac’h hac er fêçon ma oa recommandet deoc’h gant ho Tad