Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/309

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
265
levr iii. chab. vii.


Allas ! m’ho divige gallet ar Yudevien lenn e calonou Jesus ha Mari ar santimanchou a garantes hac a deneridigues о devoa an eil hac eguile evitho, aoualc’h a vige qement-se evit chench ho dispositionou criminel hac horrubl.

En diou galon-se qel leun a garantes evit ai re memes pere ho c’hargue a boaniou c’huëro, e ranqer mont da glasq, en andret an adversourien, ar speret a garantes hac a beoc’h recommandet en aviel.

Jesus ha Mari ho deus laqeat ho gloar da bardoni an offansou. Hac en em drompla a reant-hi er pez a songent eus ar c’hloar veritabl ? Hac en a so un dra disprijabl imita ar squëriou ar re henorapla ?

A be natur benac e ve an offansou great deomp, hac hi a vezo jamæs comparabl d’an outrajou great d’hor Salver ha d’e vam santel ?

Mari, goude Jesus, a yoa an hini evit pehini Doue en devoa ar muya complæsanç. An offanç great da Jesus a yoa infinit, an offanç great da Vari a yoa qer barbar ha ma zeo possubl, goude ah offanç great d’he mab.

Gouscoude, gant pebes carantes Jesus a scuill e c’hoad hac a offr e bris d’e Dad, evit goulen graç d’ar re goupabl ! Gant pebes carantes ne suppli qet Mari an Tad eternel da chelaou peden e mab ha moues e c’hoad en ho faveur !