Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/310

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
266
imitation ar verc’hes vari.


Ar goler hac ar gassoni vrassa ha ne dleont-hi qet en em vouga e treid ar groas-se, e c’hars pehini e velomp Jesus ha Mari oc’h en em interressi, en eur feçon qen touchant, evit ar re memes pere ho deus e savet ?

Ar groas-se, instrument precius eus hor silvidigues, a c’houlen hor c’hondaonation, mar credomp tostaat outhi ar goler en hor c’halon.

O va Doue ! ar garantes evit an adversourien ne ell beza en hon ene nemet dre eur c’hraç meurbet puissant, pehini a c’houlennan diganeoc’h dre veritou Jesus ha dre bedennou Mari, a bere ar c’halonou a yoa qen douç en andret an dud ar re ingrata, qer charitabl en andret ar vourrevien an didruessa !

Calon adorabl a Jesus, calon a Vari, calonou qen dign a garantes ! O calonou qer madelesus en andret ar re a so bet caus eus ho poaniou garo, grit passeal em c’halon an oll larguentes eus ho santimanchou.

Ah ! hiviziqen, pa santin o c’henel ennon mouvamanchou a venjanç, qerqent ec’h unissin, a speret, va c’halon d’ar c’halonou sacr-se, ha n’en dispartiin dioutho qen am bezo recevet an impressionou santel eus ar vadeles, eus ar garantes, eus an douçder-se a bere e zint carguet.