Mari ne alle qet caout brassoc’h adversourien eguet ar Pharisianet hac ar Yudevien, pere a yoa en em unanet a enep he Mab, hac ho devoa great e gondaoni. Mæs, unisset a zantimant gant Jesus, pehini a garie e adversourien betec rei e vues evit o zilvidigues, Mari a lavare sinceramant evel Jesus : Va Doue, pardonit dezo.
Guelet a rea adversourien barbar Jesus oc’h en em rejouissa eus a frouez ho c’hrim. Clêvet a rea ar maledictionou a bere e carguent Jesus, hac ar blasphemou a losqent a enep dezan.
Pep mam-all eguet mam Jesus, e divige goulennet venjanç an êe a enep an dud impi ha sacrilaich-se ; mæs Mari, instruet e scôl an Doue a beoc’h, e devoa santimanchou differant.
Jesus var ar groas ne roe da entent nemet eur c’hri a visericord hac a bardon e faveur e bersecutourien hac ar re a yoa pen-caus eus e varo.
Mari, e c’hars ar groas, a offre evitho goad Jesus, ar victim adorabl pehini a immolent.