Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/302

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
258
imitation ar verc’hes vari.

santas qet betec ar beo, poaniou va mab, e varo var ar c’halvar ?

M’ar deo pep mam sansibl oc’h er poaniou a andur he c’hrouadur, peguement e tleas er beza mam Jesus, pa er guële accablet a dourmanchou hac a zismeganç.

Ret eo beza caret Jesus qement ha m’er c’haren, evit compren peguer cruel e voue ar glac’har eus va ene.

Jesus e-unan, er jardin Olives, a læsas e galon da santout aon rac an tourmanchou hac ar maro. Ne falvezas qet dezan e teuje e zivinite, pehini a roe d’e souffrançou eur merit infinit, da denna digantan ar santimant eus ar memes tourmanchou.

Va mab, nemet n’ho pezo en hoc’h afflictionou qen bolontes nemet bolontes Doue, n’en em droublit qet eus ar pes a basse ennoc’h en despet deoc’h.

Pa erru memes ganeoc’h senti ous ar vivacite naturel, n’en em zigourachit qet, peautramant e c’hajoutfac’h eur faut-all d’hoc’h impatiantet.

Un ourgouil secret eo en em droubli abalamour ne zoar qet parfæt. Fæbl oc’h, ha Doue a anaves ho sempladures. Un den oc’h, ha non pas un æl.

An den ne all qet passeal e vues eb ober eur faut benac, da viana eur faut dister benac, peguement benac ne ve hini e particulier a guement ne alfe ha ne dleffe evita.