Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/303

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
levr iii. chab. v.


N’oc’h qet bet concevet eb pec’het ebet, eveldon-me, na parconseqant delivret dioc’h pep panchant d’an drouc, na dioc’h an oll sempladurezou naturel d’an den.

Pa echapp diganeoc’h eur c’hlem benac, goulennit dioc’h-tu pardon anezan oc’h Doue, promettit dezan e taulot muioc’h a eves. Implorit evit-se sicour e c’hraç, hac antreit adarre e peoc’h, o redoubli a zourci da veilla varnoc’h oc’h-unan.

Eur faut, pe seurt benac e ve, ne all beza guëlloc’h reparet eguet dre an humiliation a receo anezan an hini er c’hommet.

Pa viot en èe, va mab, hac e compagnunes ar sænt, neuse e viot ebqen en impossibilite da bec’hi.

Ar Servicher.

O Rouanes eus ar sænt ! peur e teuyo ar moment eurus-se ! Peur e vizien-me delivret dioc’h an aon da offansi va Doue, aon qer calet evit eur galon pehini er c’har !

Deut, da viana, mam a c’hraç hac a visericord, deut da souten ha da sicour ho servicher. Grit evidon, eus ho protection buissant, evel un difen a enep adversourien va silvidigues.