Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/300

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
256
imitation ar verc’hes vari.

O esperanç a deu da veza ive bepret crenvoc’h dre o phoanniou. Anaout a reont ho madeles infinit, hac en em assuront penaus, pell dioc’h o abandonni da furol o adversourien, e teuot d’ho sicour : en em gourachi a reont d’ar gombat, dre ar sonch ma c’hassur an[1] afflictionou bresant eur pouez eternel a c’hloar.

Ho c’harantes a so ardantoc’h dre ar c’hroaziou. Atao distaqoc’h dioc’h ar grouadurien, ne vevont nemet evit an hini a so an Doue[2] eus ho c’halon, hac ho phartaich evit jamæs.

Er poaniou, muioc’h eguet e poent-all ebet, e c’henoront ac’hanoc’h, va Doue, dre o fidelite deoc’h.

E creis ar c’honsolationou, alies ho servicher dre interest ; mæs en affliction, pa n’he deus ar galon nemet c’huërder ; chom fidel deoc’h a so prouvi e ves evidoc’h eur garantes ferm hac immanqabl.

O va Doue ! lavaret am beus avechou, em affliction, e seblante n’em c’harac’h qet ; mæs hiviziqen me a lavaro : rentomp graçou da Zoue, car an adversite-ma a so eur prezant eus e garantes.

E servicherien fidel, e vignonet, e sænt, ho deus anduret poaniou cals brassoc’h eguet va re, abalamour ma zint dignoc’h eguedom--

(a) Cor. 4. 17. (b) Ps. 72. 25.

  1. Cor. 4. 17.
  2. Ps. 72. 25.