Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/299

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
255
levr iii. chab. iv.


En so consolant an desteni en em renter, pa eller lavaret evel S. Pêr da Jesus : C’hui a voar, Autrou, penaus ho caran ; mes ne ousor qet petra eo ho caret, pa na ves qet c’hoas desqet souffr evidoc’h.

N’en deo qet ma ve, ô va Doue ! an affronchou, ar prisoniou, ar c’hlenvejou hir ha cruel, n’en deo qet ma vent necesseramant partaich ho sænt var an douar ; mæs gouzout a rit caout dezo croaziou-all, pere eb caout an apparanç terrupl-se, ne servichont qet nebeutoc’h d’ho lacât da vervel dezo ho-unan.

Ne ousor qet an oll gombajou violant рere ho deus da souten an eneou pere a fell deoc’h purifia ha pere a c’halvit da eur santêles vras.

Epad ma seblantont, a zianveas, jouissa eus ar peoc’h an desirapla, alies ho deus da souten en ho c’hreis ar brezel ar rusta.

Ne garit qet, va Doue, ar valiç eus an dud vechant a enep ho servicherien fidel ; mæs permeti a rit da æles an ifern en em zichadenna en ho enep. Mæs, evit o zilvidigues eo er permetit.

Seulvui o deus da gombatti, seul purroc’h ha seul parfætoc’h e ten ho vertus da veza.

O feis en em grenva hac a gresq, oc’h adori ho polonteziou, ô Doue souveren ! gant eur soumission atao parfætoc’h, hac oc’h anaout ennoc’h un tad fur pehini a gastis[1] e vugale, abalamour ma ho c’har.

(a) Heb. 12. 6.

  1. Heb. 12. 6.