Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/292

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
248
imitation ar verc’hes vari.

lia hac ober dezan souffr evit e bec’hejou.

Jesus e-unan, о parlant d’e ebestel eus a galir e bassion, ne barlante qet dezo eus a ingrateri ar Yudevien pere er prepare dezan, mæs eus a volontes e dad pehini en devoa er reglet evel-se.

Er jardin Olivet, Perr n’en devoa qet c’hoas comprenet penaus eur c’hristen pehini a so er souffranç, pehini a accabler hac a bersecuter, ne dle implija qen armou nemet ar batiantet hac ar soumission da volontes Doue.

Falvout a ra dezan difen Jesus hac ampech ar soudardet da grêgui e Jesus. Trouc’ha a ra e scouarn da Valchus.

Mæs Jesus a lavaras : Destumit ho clese : petra ![1] ne efin qet ar c’halir roet din gant va zad, ha n’en em soumettin-me qet d’e volontes ?

N’en deo qet na elfac’h goulen oc’h Doue beza delivret eus ho poaniou ; mæs mar fell da Zoue ec’h efac’h ar c’halir, e souffrac’h, e leverrot : Va Doue, va zad,[2] ra vezo great, non pas va bolontes, mæs hoc’h-ini.

O Autrou ! na daulit qet a splet ebet en nebeut a c’hoant am beus da souffr, nemet e qement a ma c’hell er permetti ho cloar hac ho tessinou varnon.

Mar cresq ho souffrançou, pell dioc’h diminui, c’hui a lavaro : Ya,[3] va zad, me

(a) Joan. 18. 11. (b) Matt. 29. (c) Matt. 11.

  1. Joan. 18. 11.
  2. Matt. 29.
  3. Matt. 11.