en em soumet c’hoas d’an dra-ma, pa zeo pliget ganeoc’h evel-se. C’hui er fell deoc’h, me er fell din ive. C’hui er c’hommand, me a obois.
Ret eo coueza dindan ar boan, me a gouezo dindanni ; ret eo mervel er boan, me a varvo er boan.
Ra ello memes ar rigol hac ar ruster eus an tauliou a roit din, pe a lezit da rei din, hasta ar moment e pehini e zin da jouissa eus an douçder eternel eus ho presanç hac eus ho carantes !
Peguen bras e tleas beza souffrançou mam un Doue en em c’hreat den, pa er guelas deut da veza an den a boan, guerzet da buissançou an denvaligen, trainet dirac an tribunaliou, qemeret evit un trompler, scoet ha goal drêtet gant soudardet insolant !
Peguement ne souffras qet Mari pa velas Jesus scourgezet gant ar vrassa crueldet, curunet a spern, consideret evel coupaploc’h eguet ar muntrer Barrabas, condaonet da vervel, sammet eus a instrument e varo, accablet dindan boues e groas !