Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/291

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
247
levr iii. chab. ii.


Va c’hrenvât a reas dreist peb tra, ha va c’honsoli var ar c’halvar, pa veljon Jesus staguet ous ar groas hac o renta e halanad diveza er c’hruella tourmanchou.

Evel ma voa va c’harantes evit Jesus eb musul, va glac’har a voa ive eb musul ; mæs va resination da volontes Doue ne voa qet biannoc’h eguet va glac’har ha va c’harantes.

Chasseit eta eus ho calon, en hoc’h adversiteou, pep reflexion nemet houman. Doue a fell dezan. Pep reflexion-all ne ell nemet goassaat eur chagrin ha nemet rei c’hoas mui da santout peguement e zomp malheurus.

Petra ! va mab, pa songit eo Doue a zigass deoc’h an affliction-se, ha c’hui a gredfe lavaret : Ne fell qet din ?

Ma ne all un den fur falvout netra nemet mad, petra dleit da sonjal eus a un Doue infiniment fur ?

Doue, en effet, ne fell qet dezan pec’het ar re a sicour oc’h on affliction ; mæs tenna a fell dezan e c’hloar eus hor patiantet d’e anduri.

Permetti a ra pec’het oc’h adversourien, hac e fell dezan e profitac’h eus ho maliç evit en em renta santel.

David a yoa insultet gant un den hanvet Semeï, e pehini e considere, non pas unan eus e sujedi pehini en outrage, mæs ennan e considere un Doue just pehini en em serviche eus an instrument disprijabl-se evit en humi-