Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/287

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
243
levr iii. chab. i.


Protesti a reont en heuillint partout, memes d’ar maro. Mæs an aon rac ar souffrançou a sempla souden enno ar garantes, ha ne heuillont mui Jesus nemet a ziabell.

Evidoc’hui, va mab, mar carit Jesus, a garo e groas, ha mar er c’harit a greis ho calon, e vriataot eus ho c’holl galon ar c’hroasiou differant pere a zigasso d’eoc’h.

An hini ne ranqer qet da forci, evel Simon a Cyrên, da zouguen croas Jesus, hac a guemer a galon vad pers er vestl c’huero pehini a voue presantet dezan var ar c’halvar, ennes a gar Jesus e guiriones.

An tan[1] eus an dribulation hac ar c’hroaziou a amprov an aour eus ar garantes ; e nettaat a ra, er renta a ra parfætoc’h.

Jesus en deus bevet en daëlou. Ha dleout a rit-hu gortos beva er blijadur, ha resolvet ec’h alfac’h-u beza da veva en deliçou ?

Eur guir gristen a so un den formet[2] var Jesus, o souffr, o vervel, ha maro er groas. Вeva a dle eta ha mervel er groas.

Caout a rit Jesus qen dign a garantes, pa songit er souffrançou en deus anduret abalamour deoc’h.

Ah ! peguement ne dleit-hu qet caret ar pes er rent qen dign da veza caret ganeoc’h, me lavar, ar souffrançou a bere ne ra pers deoc’h nemet abalamour m’ho car.


(a) Eccl. 2. 5. (b) Philip. 3. 10.

  1. Eccl. 2. 5.
  2. Philip. 3. 10.