Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/286

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
243
levr iii. chab. i.

viana, ni a guemero pers en e souffrançou, о vesca hon daëlou gant e c’hoad, hac e roimp dezan ar gonsolation da velet e zomp prest da soufr, evit e garantes, qement a ordreno.

Ar Servicher.

Mæs, Guerec’hes generus, ha ne alfet qet disques e garantes da Jesus nemet e creis ar souffrançou ? Ha ne aller qet en ober e creis ar repos hac ar peoc’h ?

Mari.

Va mab, en amser galm hac er peoc’h eus ar vues, eo eas rei testeniou eus ar garantes-se. Mæs ne aller guêlet hac hi a so ferm nemet en un amser a arneun.

Jesus en deus lavaret : « An hini[1] ne zoug qet e groas ha n’em heuill qet, ne oufe qet beza va disqib. »

C’hui a dle eta lacât e nombr an deiziou eürus ar re e pere oc’h eus occasionou da soufr eun dra benac dre garantes evintan.

Cals a gristenien ne garont ho madoberour divin nemet abalamour d’e vadoberou, hac a so henvel oc ’h ar vignonet eus an douar, pere ne garont qet eb interest.

Lavaret a reont e caront Jesus eus ho oll galon. Gouscoude n’ho deus qet ar gourach da veilla[2] un heur gantan e jardin e angoni.

(a) Luc. 14. 37. (b) Matth. 26. 40.

  1. Luc. 14. 37.
  2. Matth. 26. 40.