Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
IMITATION
AR VERC’HES VARI,
var model
IMITATION JESUS-CHRIST.
LEVR TREDE
E pehini e considerer bues ha vertuziou ar Verc’hes santel, abaoue maro Jesus, he mab, var ar C’halvar betec e assomption en êe.
CHABIST QENTA.
An hini a gar Jesus a dle pignat gantan d’ar С’halvar, ha soufr enо gantan.
Mari.
Jesus a bign var ar C’halvar. Deuit, va mab ; hor c’honvia a ra da bignat eno ive gantan.Mar er c’harit, n’en abandonnot qet.
Hor c’harantes evit Jesus hac hi a ve dign anezan, mar en dilæssemp en e boaniou ha pa eo dianaveset hac outraget gant an oll ?
Ne allomp rei dezan sicour ebet ; mæs, da