Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/284

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
240
imitation ar verc’hes vari.

ho vigilanç hac oc’h acqet da ramplissa an deveriou eus ho condition, chetu eno petra a assuro ho silvidigues.

Judas, erves an apparanç, en deus great miraclou, ha gouscoude a so daonet. Ne velomp qet en defe great Sant Yan-Vadesour miracl ebet ; gouscoude mab Doue a ro dezan, en aviel, ar veuleudiou ar re gaëra.

Еn istim bac en opinion an dud, e c’haller beza un dra benac eb ar santeles ; mæs en istim Doue, ne zoar netra nemet beza e vezor santel, ha ne zoar santel nemet e qement ha ma rear oeuvrou mad.

Chetu ar pes a vezo evidomp, evel evit Santes Mari, ar guir ræson evit pehini e vezo roet deomp gloar ar barados. Chetu eno guir fondamant an eürusdet dirac Doue.

Comprenit eta, ó ene christen ! penaus Doue n’en deus qet staguet ho silvidigues oc’h donesonou extraordinal, naturel, spirituel pe gorporel, pe dreist-naturel, mæs ho rentet en deus, evit parlant er c’his-ma, mæstr eus ho silvidigues, oc’h e lacat, he c’houde, da zepanti diouzoc’h.

An hini, ô va Doue ! a guerso dibec’h en hent ar silvidigues hac a ramplisso e oil deveriou a gristen, ennes eo a vezo dign da antreal en ho tabernacl eternel.


Fin eus an eil levr.