Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/288

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
244
imitation ar verc’hes vari.


Tud prenet dre ar groas, a dle consideri ar groas evel ho phartach bac ho gloar.

Jesus n’en[1] deo antreet en e c’hloar nemet dre an hent eus ar souffrançou. N’en deus qet bet evidon-me un hent differant, qen nebeut nac evit ar sænt.

Ret eo deoc’h ives eta qemeret ar memes hent eus ar groas, mar fell deoc’h erruout er memes termen gantho, er barados.

Ar Servicher.

O Guerc’hes, mam un Doue ! mar oc’h eus anduret qement a souffrançou, mar oc’h eus qemeret qement a istim evitho, ar ræson eo ma carac’h Doue muioc’h eguet an oll verzerien, muioc’h eguet an oll sænt assambles.

Sicourit ac’hanon, ô mam dener ! sicourit ac’hanon, dre ho pedennou, da drec’hi va delicateri, ar pes am rent qer qizidic, an horrol naturel am eus evit ar groas ; ra brouvo da Zoue va c’halon, va speret, va c’horf ha qement am beus, penaus er c’haran.

C’hui a so bet ar verc’hes ar santella, ha gouscoude an affligeta. Me a gonsant beza participant en ho souffrançou, nemet er bezin en ho carantes evit Jesus.

Grit ma carin croas Jesus, ma laqain va oll blijadur er groas, evit, var va maro, ma vezo Jesus er groas va nerz ha va c’honsolation.

(a) Luc. 24. 26.

  1. Luc. 24. 26.