Ar pes a ra merit Mari n’en deo qet he dignite miraculus a vam Doue, pehini a zalc’h digant Doue ha digant Doue ebqen, mæs he santeles pehini a deu dezi digant Doue, evit guir, mæs e pehini he deus, en eur fêçon benac, he lod, dre an usach vad e deus great eus he liberte.
Ar pes a ra Doue evidomp n’en deo qet tout-a-fæt ar pes a verit e recompansou, mæs hor fidelite da respont d’e c’hraçou.
Ar servicher mad a behini e parlant an aviel ne laca qet e verit da veza recevet pemp talant digant e væstr, mæs da veza ho laqeat da brofita.
En em c’hlorifia a ellit gant ræson eus ar galite a vab Doue, recevet en ho padiziant. Mæs grit attention penaus ar galite-se ne royo qet a renq deoc’h e toues ar sænt, ma n’he soutenit dre ar zanteles eus ho pues.
E toues ar sænt e zeus pere ho deus bet meur a ravissamant ha meur a vision.
Sant Paul, en e vues, a so bet savet en huella eus an evou. Re-all a so bet guelet evel er meas anezo o-unan, e creis eur beden pe un oferen.
Mæs n’en deo qet en dra-se e zint dign eus hon avi. Fidel int bet da observi lezen Doue, lezen an ilis, chetu eno petra en deus ho rentet sænt, chetu eno petra a dleomp da imita enno.
Antreet oc’h en eur stad a vues pehini a so santel. N’en deo qet e zanteles ho saveteyo ;