troit-hu ho taoulagad divarnomp ! Perac hon ancounac’hait-hu en hon affliction ? Deoc’hui oc’h- unan, ô va Doue ! e creder disclêria ar bresel. Ho c’hano santel eo a outrager, hо religion a vlasphemer, ho labour a faller da frêza.
Qemerit difen ho caus ; na souffrit mui en defe ar pec’het ar victor : ho cloar memes a c’houlen qement-se.
Evel-se, va mab, e satisfiot d’ar pes a exich diganeoc’h an desir eus a c’hloar Doue hac ar garantes evit ar religion, hac a-hent-all, gortozit e peoc’h ma tuyo Doue d’ho consoli.
Eur vaoues a grias, un deis, a boues penn, e presanç hor Salver : Eürus[1] ar vam he deus ho touguet hac ho maguet gant he læs. Lavarit qentoc’h, eme Jesus, eürus ar re a chelaou comsou Doue hac a observ e c’hourc’hemennou.
Jesus a ro da entent, dre ar c’homsou-se, penaus ar galite huel a vam Doue n’en deo qet ar pes a zisting muya ar Verc’hes Vari, ha penaus e zeo distinguetoc’h dre he fidelite da heulia bepret an oll boenchou eus religion.
(a) Luc. 11. 17.
- ↑ Luc. 11. 17.