eus a brovidanç Doue en traou a erru var an douar.
Ne dleit qet, evit guir, beza insansibl d’ar malheuriou eus ar religion. Just eo e veac’h affliget dreizo ; permettet eo deoc’h memes adressi var o zujet clemou carantezus d’an Autrou-Doue.
Mæs ne qet ardeur veritabl evit gloar Doue ho pe, ma læsfac’h ho feis, ar peoc’h eus hoc’h ene, da veza trec’het, diminuet pe droublet dre ar c’hontroliesou a erru abers an dud fall.
Ar goler outho abalamour d’an dra-se a ve un abus eus an desir a dle caout pep christen da velet gloar Doue procuret e pep tra. Eur vad, eur vertus ne zistruch qet un all.
Soumetti ar speret d’ar pes a so permettet gant Doue, a so possubl en un ene christen assambles gant eur guir desir eus a c’hloar Doue.
Beza e zeus malheuriou pere a verite vouelfac’h varnezo ; mæs ra vezint daëlou scuillet e c’hars treid an Autrou-Doue, hirvoudou poulset betec e galon.
Grit pers dezan eus ho poan. Pedit-en da lacât fin d’ar pes oc’h afflich.
Livirit dezan, memes, gant eul liberte santel a behini ne vezo qet offanset : Savit,[1] ô Autrou ! Perac e seblantit-hu cousqet ? Perac e tis-
(a) Ps. 43.
- ↑ Ps. 43.