Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/280

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
236
imitation ar verc’hes vari.


Mæs perac an dra-se en divige troublet va ene ? Gouzout a rean penaus alies a laqea ar re vechant da servichout d’e zessinou, penaus alies e tenn ar vad eus an droug, hac e c’hadoren e peoc’h ar furnes infinit-se pehini a bermet avechou e triomphe ar bec’herrien.

Ar Servicher.

Ar batiantet-se, ô Guerc’hes santel ! a servicho din da squer en oll amser eus va bues, mæs particulieramant en traou pere a alfe attaqi va feis ha va religion.

Mari.

Ya, va mab, pa vellot an den pec’her oc’h en em sevel gant ourgouill a enep ar re a so direbeich, ne abandonit qet ho speret nac ho teaud da sonjesonou a zipit ha da gomsou c’huêro a enep ar re vechant-se : ar religion en difen ouzoc’h.

Perac ne souffrac’h qet ar pes a souffr Doue e-unan ? Ampech a alfe ar pes a so evidoc’h, martese, eur sujet a scandal, a voal exempl : n’er gra qet. Oc’h er permetti, en deus e zessinou. Deoc’hui eo о adori.

Netra ne erru ama eb e bermission. An droug evel ar vad a servich da zessinou e brovidanç.

Ne velit qet an dra-se brema. Un deis a duio e pehini e vellot an oll justiç hac an oll furnes