Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/279

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
235
levr ii. chab. xxxii.





CHABIST XXXII.
Ret ео plega da volontes Doue, memes en traou control dа interest e c’hloar.


Ar Servicher.

Pebes sujet a c’hlac’har evidoc’h, ô mam Jesus ! guelet an nebeut a froues a denne ar Yudevien eus e sermoniou.

E zoctrin celestiel, soutenet dre ar brassa miraclou, ne gonvertisse qet mill ha mill speret obstinet, pere a garie en em dalla ho-unan.

Henvel ous tud clan pere a bella gant coler an dorn pehini a fell dezan ho pharea, an dud incredul-se a restaule gant furol ar silvidigues a yoa offret dezo.

Pe sort santimanobou o devoa hi en amser-se, ô Guerc’hes sacr ? Scoazia a reac’h ho tiscoas var an dallentes hac an obstination eus an dud-se corrompet ; mæs en ober a reac’h e peoc’h, ha ne cessac’h a hent-all da c’houleu ho c’honversion oc’h Doue.

Mari.

Va mab, me zesire sur, mui eguet den, e vige anavezet Jesus. An desir ardant am boa evit e c’hloar a rea din santout crissoc’h caleder ac Yudêvien !