Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/278

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
234
imitation ar verc’hes vari.

ho phec’hejou. Supporti an nessa gant eur speret a binigen a so unan eus ar guëlla moyenou da satisfia da justiç Doue offanset.

Oc’h pen, va mab, peb den en deus ; defautou. Ar parfæta eo an hini en deus nebeutoc’h eguet ar re-all.

Caout a rit defautou en ho preudeur hac en ho c’hoareset erves Doue : ar re-ma a gav ives ennoc’h ; car n’en doc’h qet eus an dud-se pere en em imagin n’ho deus defaut na viç ebet, ha pere, en dra-se memes, ho deus ar brassa tout.

Ho preudeur ho support evel ma maoc’h ; supportit-hi ives eta evel ma maint ;

Impligit da supporti an nessa, ar batiantet-se a behini oc’h eus bet ezom evit en em supporti oc’h-unan en defautou pere oc’h forcet da anaout ennoc’h.

Abaoue pell amser e labourit d’ho c’horrija ha ne avancit nemet nebeut. Penaus e teuot a-ben da gorrija ar re-ali erves ho faltasi ?

Ne gorrijot qet ar re-all, ne bareot clenvet ebet, en ho ene, dre au oll glemou pere a losqit abalamour d’an poaniou oc’h eus da anduri abers certen personachou, pere a zisplich deoc’h.

En hevelep poaniou, ar pes oc’h eus da ober a so goulen ous Jesus e sicour evit profita anezo, ha profita anezo, en effet, evit en em amprou oc’h-unan ha fermaat en ho vertus hac en ho religion.