Evel an æl pehini a yoa assembles gant Tobi yaouanq, seblantit en em gomporti evel ar re-all, pa ne raint netra na ve permetet. Mæs, er memes amser, ho pet ives, evel an æl-se, eur[1] vagadures invisibl, pehini a rayo deliçou hoc’h ene.
Savit songesonou ho speret varzu an evou. Songit er plijadurezou infinit a bere e jouis eno ar sænt, plijadurezou pere a so recompans ar yenien o deveus bet evit plijadurezou an douar.
Savit ho speret hac ho calon varzu Doue, o lavaret dezan penaos oll blijadurezou ar bed ne raint james deoc’h ancounac’hat ar plijadurezou pur pere a danvear en e servich.
Lavarit d’ho Toue penaus gant sicour e c’hraç, e rafac’h volontieramant ar sacrifiç eus ar pes a ell plijout muia deoc’h ar bed-ma, evit eul lodennic ebqen eus e garantes.
Oh ! peguement a bec’hejou a ve nebeutoc’h er festou, ma c’himitfe an dud sobriete ar Verc’hes e eured Cana !
Na ve qet guelet neuze qement a gristenien oc’h en em renta, dre ho c’hofajou guin ha cher vad, henvel oc’h an anevalet diræson.
Oh ! peguement a dud yaouanq na vent qet collet dre an dansou ha dre an amourousdet, m’ho defe sonch en eureujou, eus modesti ar Verc’hes, en he c’homsou, en he sellou, en he oll mouvamanchou ebars en eured Cana !
(a) Tob. 12.
- ↑ Tob. 12.