Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/268

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
224
imitation ar verc’hes vari.





CHABIST XXIX.
Peguement eo douç clevet ar voues a Jesus ha peguement a bres a dleer da caout da chelaou e instructionou.


Mari he devoa jouisset eus a bresanç Jesus hac eus a zouçder e antretienou epad an tregont vloas ma e devoa chomet assambles gantan e Nazareth.

Seblantout a rea ne devoa mui da ober nemet medita, er silanç eus ar retræt hac er solitud, ar c’hentelliou he devoa recevet digantan, eb e vige necesser dezi heuilla Jesus e meur a andred epad ma presegas an aviel.

S. Yan a lavar deomp gouscoude penaus Stes Mari a chomas[1] un deves benac gant Jesus e Capharnaüm, nen deus mar, evit profita eus e instructionou.

An aviellerien-all a lavar deomp penaus, en un occasion-all, o velet na elle qet tostaat[2] ous Jesus, abalamour d’ar foul a dud a yoa en dro dezan, ha pere a felle dezo chelaou e zoctrin, Stes Mari a c’houlennas[3] er guelet ha parlant ountan.

Den-all ebet ne anaveze guelloc’h eguethi ar pris eus e guentelliou divin, ha ne danvea

(a) Joan. 2. 12. (b) Mat. 12. 46. (c) Marc. 3. 31.

  1. Joan. 2. 12.
  2. Mat. 12. 46.
  3. Marc. 3. 31.