Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/266

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
222
imitation ar verc’hes vari.


Ret eo lacât un differanç vras etre lezennou ar societe ha lezennou ar bed.

An den vertusus ha fur ne anaves qiziou ar bed nemet evit ho c’hombatti.

Evit ar c’hustumou e toues an dud, eur c’hristen mad a observ anezo, pa n’o deveus netra gontrol da lezennou Doue.

Tor a rafet d’ar vertus eus an devotion, ma revusfet pep divertissamant. An dra-se a ve creat ar greden faus pehini a ra da lod sonjal penaus ar vertus hac ar religion a rent an den gouës.

Nan, ar guir devotion ne rent den gouës na ridicul.

Gallout a rêr, eb cessi da veza devot, en em gonformi d’an usachou convenabl. Mæs ar guir religion, dre ar fin pehini a bropos, hac ar ræson pehini he c’hundu, a rent meritabl dirac Doue an traou indifferant enno o-unan.

N’en em roit jamæs da un divertissamant, peguen dibec’h benac e ve ; na rit nemet en em bresta da-se, evel un den pehini a brest arc’hant evit e gaout adarre.

Evit evita, en divertissamanchou pere a ro convenabl da guemeret, un dissipation re vras, ho pet sourci da zigass alies en ho memor ar sonch eus a bresanç Doue.

En em gomportit gant ar vodesti hac ar brudanç pere ho pefe, ma ve Jesus ha Mari assembles ganeoc’h.