Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/265

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
221
levr ii. chab. xxviii.





CHABIST XXVIII.
Ar vertus a ell mont assambles gant certen custumou convenabl.


Ar garantes ebqen evit an nessa a reas da Jesus ha da Vari en em gaout e fest eured Cana, e Galilee.

Guelloc’h e vige eb douetanç gant Mari chom en he zy a Nazareth, ha tanva eno, e tranqilite, an douçder eus ar gontemplation ; mæs ne falvezas qet dezi contrista, dre eur refus, an dud neves pere o devoa he phedet.

E c’haller eta beza vertusus ha non pas mancout gouscoude da certen custumou convenabl. Ar vertus memes a fell dezi e ve observet ar c’hustumou deread. N’en deus memes nemet ar vertus hac o obserfe santelamant.

Mæs evit imita Mari e pep tra, en em represantit ar feçon e pehini en em gomportas en occasion-se.

Pebes precaution ha pebes êvez en he c’homsou ! Pebes modesti en he sellou !

Ar furnes eus e c’homportamant a ra deoc’h eur guentel var an dereadures hac ar voderation a behini e ranqer ober usach, e creis memes ar plijaduresou honest ha dibec’h.