Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/264

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
220
imitation ar verc’hes vari.

ma ve goulennet alies, Doue avechou ne accord qet ar pes a c’houlenner, mæs accordi a ra deomp un dra benac necesserroc’h evidomp eguet ne voa ar pes a c’houlennemp.

Sant Paul a c’houlen beza delivret dioc’h un dentation : gouscoude eo atao attaqet ganthi. Mæs, abalamour m’en deus pedet, Doue en deus accordet dezan eur c’hraç gant sicour pehini e testum meritou bras. Ha n’en deo-en qet chelaouet ?

Goulen a rit, abaoue meur a vloaves so, beza delivret dioc’h un infirmite corporel. Doue n’ho telivr qet ; mæs eur batiantet vras d’e support a so an effet eus ho peden, hac e zoc’h chelaouet.

Alies, un dra pehini a seblant deomp mad ha pehini a c’houlennomp digant Doue, a ve un drouc evidomp, mar e accordfe deomp. Ha revus a ra deomp, abalamour ma hor c’har.

Ret eo ober cals mui a istim eus ar graçou a zilvidigues hac a zantification, eguet eus ar graçou temporel. Doue a accord ar re-ma, memes d’e vrassa adversourien : ar re-all a accord d’e vignonet.