Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/263

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
219
levr ii. chab. xxvii.

eguet ar c’homsou, eo a obten deomp e faveuriou.

Un huanad benac eus a c’hinou mam Samuel a obtenas dezi, nan pas ebqen ar mab a c’houlenne, mæs c’hoas, er mab se, eur prophet santel hac eur jug a Israël.

Anna[1] a barlante en he c’halon oc’h Doue.

Jesus, pa lavaras Mari dezan ne voa qet a vin, a seblantas e læsel eb esperanç.

Petra so, emezan, etresoc’h-hu ha me, maoues ?

Mari ne goll qet a esperanc. Prepari a rêe an dour, ha Jesus, o chelaou peden e vam, er chench e guin.

Ral bras eo e pedfet gant perseveranç, eb ne vezor erfin chelaouet gant Doue.

An importunite a zisplich d’an dud hac ho fæs. Mæs n’en em fæzit qet da bedi an Autrou-Doue ; ne fæzo qet ous ho chelaou.

Peguer fervant benac e ve ho peden, Doue a seblant lavaret deoc’h, evel a lavare Jesus da Vari : Va[2] heur neo qet deuet c’hoas.

Mæs m’ar continu ho fizianç da veza ferm, an heur-se a erruo.

Indign en em renter eus a vadeles Doue, pa faller merqa dezan un amser e pehini e tle ober deomp santout effejou e visericord.

Guir eo gouscoude penaus, petra benac

(a) Reg. 1. 13. (b) Joan. 2. 4.

  1. Reg. 1. 13.
  2. Joan. 2. 4.