An avariçdet ne zastumfe james arc’hant na pinvidigues nemet e qement a ma permet eur brudanç christen.
Hac e c’herrufe collou pe valheuriou gant eur seurt famill, ne ve clevet na clem na murmur a enep Doue nac e brovidanç.
Binnigua a rafet Doue qer couls en ezom hac en dienes ordinal, evel en abondanç hac en henor.
An hini a ve ar pennadures a exerçfe e autorite eb re a zomination hac a ourgouill faus.
Ar vreq, o sicour bac o souten intantionou he goas, a veillfe gant sourci var an tiegues.
An eil hac eguile ho defe ar gonsolation da velet o cresqi dirac ho daoulagad bugale soumetet, pere a guemerfe abred eur pleg mad e pep feçon.
Pebes mad a deufe ac’hano evit ar societe oll eus an dud fidel ! Pebes custumou caër a religion, a zevotion ? Pebes simplicite, pebes horrol evit ar gaou, an drouc presec ! Pebes carantes christen e toues an dud !
Nac a exemplou mad, dre an assistanç fidel en offiçou ar barres ! Pebes assiduite a ve neuze da freqanti, gant dispositionou mad, an oll sacramanchou.
Pebes santeles a velfet neuze e toues ar gristenien fidel ! Pebes respet evit ar c’haracter sacr eus ar belec ! Pebes fizianç er pastor roet gant Doue d’ar barres !