dlie qet beza deoc’h an adoration a recevac’h digant Joseph, Mari hac ho Mab incarnet !
Ne aller qet sonjal er famill santel-se, eb caout avi ous he bonheur.
Oh ! peguement eo da souheti e ve an oll famillou christen henvel ous ar famill santel.
Ah ! ma renfe enno carantes ha doujanç Doue evel ma rene en ty dister e pehini e zoa Joseph, Jesus ha Mari, e velfet, er memes amser, o ren enno an urs vad, ar peoc’h hac ar guir union gristen !
Ar priejou neuse a danvafe an douçder santel eus ar briadeles christen.
Ar vugale a ve savet e doujanç an Autrou-Doue. An domestiqet ne recefent nemet exemplou mad.
Ne anavesfet qet enno an effejou trist a brodu ar jalousi hac an dissansion. Ne velfet qet o sortial anezo ar goal exemplou-se qer commun hirio en deis.
Pell dioc’h lacat ar brosperite hac an danves da brena dillat re gaer hac e re vras qantite, ha fourra pe vaga avelach, ourgouill e pennou an dud, e vet contant eus ar pes a so just, necesser ha deread, hac e c’himplichfet ar rest da soulagi ar paour ; satisfia a rafet dre actou a drugares, dre eur voderacion gristen.
Espern un nebeut ha gant eur ræson, chetu petra a rafet.