Un dra a yoa dign meurbet da veza consideret gant an evou ; me fell din lavaret, ar guel eus ar famill santel pehini a chome e Nazareth, hac a yoa composet a Jesus, Mari ha Joseph.
Pebes union vad, pebes peoc’h admirabl a dlie beza en ty-se, pa zeo guir e zoa demeuranç ar vertus, a behini e zoa chasseet pep apparanç ha pep squeud a zireglamant.
Epad ma cresqe Jesus en oad hac e furnes dirac Doue ha dirac an dud, Mari e devoa continuelamant he daoulagad digor varnezan, evit en em formi var ar model-se.
Joseph ne oa qet nebeutoc’h attantif da brofita eus a exemplou ar vam hac ar mab.
Tout eno a zougue varzu Doue. Ober a reat tout evit Doue.
Ar bresanç ebqen a Jesus a gargue ar c’halonou a joa. E gomsou divin o anflamme.
Soumission Jesus ha ce oboissanç, о ravissa Mari ha Joseph, oc’h o c’harga a admiration, a inspire dezo o-unan un humilite pehini a yea betec en em aneantissa dirac Doue.
Doue a santeles, eno e zoac’h adoret a speret hac e guiriones. Peguen agreabl ne