Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/257

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
213
levr ii. chab. xxv.


N’en deus poënt ebet na stad ebet en e vues var an douar, na offr deoc’h eur guentel benac.

E vues secret evel e vues public a so, evit e vir zisqibien, eur sourcen a instructionou, sourcen impossubl da zisec’ha.

Jesus a so an[1] hent, ar viriones hac ar vues. Ne allit caout nemet en e exemplou an hent dre behini e tleit querzet, ar virioues pehini a dleit da chelaou hac ar voyenou da antreteni bues oc’h ene.

En oll circonstançou e pere e c’hallit en em gaout, goulennit ouzoc’h oc’h-unan petra en divige great Jesus, petra en divige lavaret, ha grit ha livirit ar pes en divige great ha lavaret.

Gouzout a rit pe seurt inclinacionou en devoa, pe seurt dezirou ha santimanchou. Examinit pe seurt eo ho re-c’hui.

Comparit ha reformit, mæs ho pe sonch penaus ar chenchamant a dle produi ennoc’h an hevelidigues gant Jesus ; n’en deo qet affer un deves.

Jesus a so eur squer qen parfæt, na vezo james imitet gant den, mæs pep deves eus ar vues a dle beza impliget da essaat acqisita un hevelidigues benac gantan. Hac evel na eller erruout er bonheur da imita Jesus, eb ar c’hraç memes a Jesus, bemdes e tleer he goulen.

(a) Joann, 14. 6.

  1. Joann, 14. 6.