Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/256

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
212
imitation ar verc’hes vari.

diganeoc’h eo ma c’himitac’h e vertuziou.

En em gomparit alies oc’h-unan gant Jesus, ho model bras, arauc ma viot examinet var ar model-se dirac tribunal Doue, da heur ho maro.

Ar garantes en deus bet Jesus evidoc’h a so bet caus dezan da rei deoc’h qement-all a exemplou a humilite, a batiantet, a oboissanç.

Heuillit-hi dre garantes evintan, ha mar cavit e ve dies qement-se, dalc’hit Jesus evel eur melezour dirac ho taoulagad.

Partout hac e pep tra en em broposit da veza, qement ha ma allit, e vir bortret.

Mar pedit, digacit en ho memor e zevotion, e attention en amser ar beden.

Mar dit d[’]an ilis, it evel Jesus, da dempl Jerusalem, gant eur speret a religion hac a sacrifiç.

Mar parlantit gant an dud,songit e pe feçon er grea Jesus, gant pe sort modesti, pe sort douçder.

Evit imita Jesus douç hac humbl a galon, na vurmurit qet eus ho souffrançou ha rentit ar vad evit an drouc.

Tec’hit dioc’h henoriou ar bed-ma, ha carit beza ancounaheat, disprizet.

Jesus[1] n’en deus qet clasqet en em gontanti e-unan.

Ra vezo ives eta gloar Doue, accomplissamant e volontes, ar pen-caus hac ar fin eus hoc’h oll œuvrou.

(a) Luc. 2. 51.

  1. Luc. 2. 51.