Lavaret a rêr da Zoue er c’harer ; seblantout a ra memes er santfet, abalamour, en amser ma ra e c’hraç impression, e scuiller eur berad daelou doue benac ; mæs an dra-se neo qet c’hoas eur merq certen eus ar guir garantes.
Jesus, evit testeni eus ho carantes evintan, a c’houlen e c’heuilfac’h an exemplou a vertus pere en deus roet deoc’h.
O Mari ! model parfæt a vertus, da guement-se e zoac’h appliqet-oll epad ar bloaveziou a dremenjoc’h gant Jesus, e Nazareth.
Ni a vel en aviel penaus e chelaouac’h gant attention an oll gomzou a Jesus ; e taulac’h eves ous e oll actionou, о[1] meditac’h, hac e talc’hac’h sonch anezo.
Ya, va mab, studia Jesus a voa va occupation brincipal, hac en imita, va sourci ar vrassa.
Ra vezo ive ho studi medita bues Jesus, evit e imita. Troït hoc’h ardeur varzu eno.
N’en deus a vir habilite nemet an hini a ves var sujet Jesus. Ra vezo Jesus eta ho mæstr, ra viot instruet gantan anezan !
Jesus a so eur roue pehini a verit oc’h oll henoriou. Ar principalla henor a c’houlen
(a) Rom. 15. 3.
- ↑ Rom. 15. 3.