Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/254

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
210
imitation ar verc’hes vari.

na garin netra en tu-all deoc’h, netra qement ha c’hui, netra nemet dre garantes evidoc’hui.

Ne allan qet ho caret evel m’er meritit ; mæs me fell din, gant sicour ho craç santel, ho caret qement a ma ellan.

Allumit em c’halon an oll garantes a behini e fell deoc’h ho carren. Me a garre e teufe ar flamm divin da renta va c’halon qen ardant evidoc’h, ma ve consumet oll dreizi.

Anaout penaus Jesus a so dign da veza caret, eb gallout e garet qement ha ma verit beza caret, a so ene verzerinti pehini ne oufe beza soulaget gant netra nemet gant an desir bepret neves eus a eur garantes ardantoc’h evit Jesus.




CHABIST XXV.
Ret eo studia Jesus, hac en em broposi anezan evit squer.


Mari.

Va mab, ha n’en doc’h-u qet eus ar gristenien-se pere a barlant guelloc’h eguet na reont, a bere ar c’homzou a so caëroc’h eguet an œuvrou ?

E certen momenchou a ferveur, ar santimanchou a vescær, mæs goude-se, ar gomportamant a ves dishenvel.