Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/261

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
217
levr ii. chab. xxvii.


Pebes tranqilite na ve qet epad an oll vues ! Ha pa ve ret mervel, pebes assuranç ha pebes consolation a ve о finissa ar vues, e pehini ar goustianç ne rebechfe disurs ebet, na ve bet reparet dre an daëlou eus a eur guir binigen !

O famill santel ! composet a Jesus, Mari ha Joseph, ra viot eta ar squer eus an oll famillou christen !

O famillou ! pere ne veritit qet betec’hen an hano a gristen, abalamour na glever ha na veler ennoc’h nemet goal exemplou, crenit ! car, beza e zoc’h imach an ifern, dre ho malloziou, mesventiou, bavardiach, drouc prezegueres, laëronciou, ha ne oufac’h qet, eb chench tout-a-fæt, imita Jesus, Mari ha Joseph.

Jesus, Maria, Joseph, ho pet trues outho !!!




CHABIST XXVII.
Pouvoar ar beden.


En eured Cana, e pehini Mari en em gav gant Jesus hac e zisqibien, ar guin a vanq.

Mari, touchet eus ar ves ho devezo an daou bried neves ha leun a fizianç e galloud he Mab, a represant dezan ho ezom.

Doue en deus atao staguet e c’hraçou ous