Bemdes e cresqe ennon er garentes-se evit Jesus, abalamour bemdes e tizoloen ennan perfectionou neves.
Ne danveen a zouçder nac a vonheur nemet er garantes-se.
Garantes Jesus a yoa va magadures, vabues, va repos, va joa, va deliçou.
Cundui a rean e Nazareth eur vues paour ha dianavezet. Mæs dizommaget mad e zoan a guement-se dre an tensor a bosseden, о possedi Jesus.
Dre ar vad-se ebqen e c’haller en em estimout eürussoc’h eguet an oll rouane assambles.
Eürus, mill ha mill a guech eüras ar c’halonou pere a vev eus a garantes Jesus, pere ne vevont nemet evintan, ha ne zesiront nemetan !
Ar garantes a Jesus ebqen a rent ar galon tranqil ha contant.
Netra ne all plijout pell anes ar garantes-se.
Petra a ell da danvaat a agreabl er bed-ma, an hini ne danva qet peguement eo Jesus dign da veza caret ?
Sulvui e carer Jesus, sulvui e santer ar blijadur a so о caret an hini a so, e guiriones, mad hac infinimant dign da veza caret.
Pe guer bras benac e c’halfe beza er vues-ma ho miseriou, nen deus qet a vizer da veza comparachet d’ar vizer a so o chom eb e garet.