An nep ne gar qet Jesus, hac en en deus studiet petra eo Jesus ? Hac en a voar peguement eo dign da veza caret.
Jesus a unis ennan an oll guenet hag an oll berfectionou naturel, mæs en eur feçon qen excellant, ma reont anezan an œuvr parfet eus a zaouarn Doue.
Jesus a unis ennan an oll berfectionou eus ar c’hraç, en hevelep fêçon ma zeo ennan, evel en ho zourcen, e za an oll dud da guemer an oll graçou.
Jesus a unis ennan an oll berfectionou eus a Zoue, a behini ar substanç hac an natur a so ennan.
Puissant eo eus a buissanç Doue, caër eus a c’henet Doue, fur eus a furnes Doue, santel eus a santeles Doue.
Ah ! ha pa ne ve qet Jesus infinimant dign eus va c’harantes, ennan e-unan ha dreizan e-unan, abalamour ma en deus va c’haret infiniment, eo ive infinimant dign eus va oll affection.
Pebes souffrançou n’en deus-en qet anduret evit disques din em c’har !
Ajoutit, va mab, penaus ar grevusdet eus e souffrançou n’e deus qet contantet an desir