Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/249

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
205
levr ii. chab. xxiv.

voa an Doue leun eus a berfectionou infinit ; er c’haret a reac’h dre-se, mui eguet n’er c’har, n’ho deus er c’haret, ha n’er c’haro jamæs an oll Æles hac an oll Sænt.

Ho carantes evit Jesus he devoa un dra benac exceilantoc’h, infinimant excellantoc’h eguet carantes ar mamou ordinal.

C’hui a garie e Jesus eur mab Doue ha den assambles. Evel-se ho poa hac ho peus c’hoas un desir bras d’er guelet caret gant an oll grouadurien ræsonabl, qement a m’er c’harac’h.

Ar merq patant eus eur garantes pur evit Jesus eo clasq e ve partaget gant an oll, hac e passefe ar flamm eus hor c’halon en oll galonou.

Ret e ve anaout Jesus evel m’en anavezac’h evit er c’haret en eur fêçon qer parfæt a m’er greac’h.

Evit parlant dignamant eus ho carantes evit Jesus, e ve ret gallout lenn en ho calon oc’h oll santimanchou caër evit Jesus.

O Mari ! digorit-en deomp oc’h-unan, ar galon-se pehini a gar qer parfætamant.

Dizoloit deomp ennan an oll burete, an oll deneridigues, an oll ardeur, an oll lealdet eus an oll santimanchou a bere e zoa anflammet evit Jesus.

Mari.

Va mab, ne vigen qet bet dign da veza mam Jesus, ma ne vige bet va c’harantes evintan dreist hini an oll grouadurien-all resonabl ha dreist carantes an Æles o-unan.